Dugelezh Bar

Pennadoù Bar ha barr zo ivez.
Skoed-ardamez Bar, gant ardamezioù kanus: Bar" = braog e galleg.

Dugelezh Bar (Herzogdum Bar en alamaneg; Duché de Bar e galleg) a oa ur vro eus an Impalaeriezh santel roman german, met evit al lodenn war al lez kleiz eus ar Meuse e oa lod eus Rouantelezh Bro-C'hall. Da gentañ e oa ur gontelezh a-raok dont da vezañ un dugelezh. Savet e oa bet en Xvet kantved gant Ferry d'Ardennes, breur da eskob Metz, Adalbéron. Staget e voe ouzh Rouantelezh Bro-C'hall e 1766.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search